-
Rom 13
- 1 Ra blego pep den d'ar galloudoù uhel, rak n'eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue.
- 2 Dre-se an hini a stourm a-enep ar galloud a stourm a-enep an urzh en deus Doue lakaet, hag ar re a stourm a denno warno o-unan ur varnedigezh.
- 3 Rak ar pennoù n'emaint ket da vezañ doujet pa reer oberoù mat, met hepken pa reer reoù fall. Ha te a fell dit bezañ hep aon dirak ar galloud? Gra ar mad hag e vi meulet gantañ.
- 4 Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c'hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug.
- 5 Ret eo eta plegañ, nann hepken abalamour d'ar c'hastiz, met ivez abalamour d'ar goustiañs.
- 6 Dre-se ivez eo e paeit tailhoù, abalamour ma'z int servijerien Doue, oc'h en em reiñ dalc'hmat d'ar garg-se.
- 7 Rentit eta d'an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d'an neb eo dleet an tailh, ar gwir d'an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d'an neb eo dleet an doujañs, an enor d'an neb eo dleet an enor.
- 8 Na dleit netra da zen, nemet ar garantez an eil evit egile, rak an hini a gar ar re all en deus leuniet al lezenn.
- 9 Rak: Ne ri ket avoultriezh, ne vi ket muntrer, ne laeri ket, ne zougi ket a fals-testeni, ne zroukc'hoantai ket, ha pep gourc'hemenn all, kement-se holl a zo dalc'het er ger-mañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
- 10 Ar garantez ne ra ket droug d'an nesañ, ar garantez eo eta leunder al lezenn.
- 11 Ha kement-se a dleit d'ober en abeg d'an amzer ma'z omp ennañ, rak houmañ eo an amzer deomp da zihuniñ eus hor c'housk, pa'z emañ ar silvidigezh tostoc'h deomp eget pa hon eus kredet.
- 12 An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.
- 13 Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c'hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.
- 14 Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c'hig en e zroukc'hoantoù.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.