-
Apokalipsi 21
- 1 Gwelout a ris un neñv nevez hag un douar nevez, rak an neñv kentañ hag an douar kentañ a oa tremenet hag ar mor ne oa ken.
- 2 Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma'z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.
- 3 Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez' e vo o Doue.
- 4 Doue a sec'ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c'hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.
- 5 An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.
- 6 Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D'an hini en deus sec'hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.
- 7 An hini a drec'ho en devo an holl draoù da hêrezh. E Zoue e vin hag eñ a vo va mab.
- 8 Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c'hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c'haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.
- 9 Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da'm c'havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.
- 10 Eñ a gasas ac'hanon er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gêr vras, ar Jeruzalem santel, a ziskenne eus an neñv eus kichen Doue,
- 11 ha gloar Doue ganti. He sked a oa heñvel ouzh hini ur maen prizius-meurbet, ouzh ur maen-yalp treuzwelus evel strink.
- 12 Bez' e oa ur voger vras hag uhel. Bez' e oa daouzek dor, e-tal an daouzek dor daouzek ael, hag anvioù skrivet warno, bez' e oant anvioù daouzek meuriad mibien Israel.
- 13 Er sav-heol teir dor, en hanternoz teir dor, er c'hreisteiz teir dor, er c'huzh-heol teir dor.
- 14 Moger ar gêr he doa daouzek diazez, ha warno anvioù daouzek abostol an Oan.
- 15 An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn (~ 3 m) aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger.
- 16 Ar gêr a zo pevar c'hornek, hag he hirder a zo kevatal d'he ledander. Eñ a vuzulias ar gêr gant ar walenn, daouzek mil stadenn (~ 2.2 km). He hirder, he ledander hag he uhelder a zo kevatal.
- 17 Eñ a vuzulias ar voger, kant pevar ilinad ha daou-ugent (~ 70 m), muzul den, a zo hini an ael.
- 18 Ar voger a oa mañsonet gant maen-yalp, hag ar gêr gant aour glan, heñvel ouzh strink glan.
- 19 Diazezoù moger ar gêr a oa kinklet gant pep seurt mein prizius. Ar c'hentañ diazez a oa a yalp, an eil a safir, an trede a galkedonia, ar pevare a emrodez,
- 20 ar pempvet a sardoniks, ar c'hwec'hvet a agatenn-ruz, ar seizhvet a grizolit, an eizhvet a veril, an navet a dopaz, an dekvet a grizopraz, an unnekvet a zirkon-ruz, an daouzekvet a ametist.
- 21 An daouzek dor a oa daouzek perlezenn. Pep dor a oa eus ur berlezenn hepken, hag al leurgêr a oa en aour glan, heñvel ouzh gwer treuzwelus.
- 22 Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.
- 23 Ar gêr n'he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.
- 24 Ar broadoù eus ar re a zo salvet a gerzho diouzh he sklêrijenn. Rouaned an douar a zegas enni o gloar hag o enor.
- 25 He dorojoù ne vint ket serret bemdez, rak ne vo ket a noz eno.
- 26 Degaset e vo enni gloar hag enor ar broadoù.
- 27 Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d'an euzhusted ha d'ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.