-
1 Tesalonikiz 1
- 1 Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
- 2 Trugarekaat a reomp Doue dalc'hmat evidoc'h, o venegiñ ac'hanoc'h en hor pedennoù,
- 3 o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc'h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.
- 4 Gouzout a reomp, breudeur karet-mat gant Doue, penaos oc'h bet dibabet,
- 5 rak hon Aviel n'eo ket bet kemennet deoc'h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c'hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac'hanoc'h.
- 6 Bet oc'h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c'hlac'haroù, gant levenez ar Spered-Santel,
- 7 en hevelep doare ma'z oc'h bet skouerioù evit ar re holl o deus kredet e-barzh Makedonia hag Akaia.
- 8 Rak n'eo ket a-walc'h ma'z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc'h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec'h, en hevelep doare ma n'hon eus ezhomm ken da gomz.
- 9 Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc'h ha penaos hoc'h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,
- 10 hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac'hanomp eus ar gounnar da zont.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.